Ar merk Le Guerandais

Ar skeudenn hag an talvoudoù treuzkaset gant holen Gwenrann Le Guérandais :

  • Dont a ra eus paludoù-holen Gwenrann  ma ne vez gounezet nemet dre nerzh ar mor-bras, an heol hag an avel.
  • Dastumet e vez gant an dorn, hervez chemet dibar hag hendadel ar baluderien
  • Naturel 100 % eo, n'eo ket puraet ha n'eus tamm danvez ouzhpenn ennañ.
  • Setu ma'z eus gantañ blaz saourus un holen orin.
  • Treuzkas a ra buhezegezh ha talvoudoù zo priziet gant ar baluderien.
  • Implijet e vez gant al lipouzerien hag ar benngeginerien.




Brud vat holen Gwenrann Le Guérandais
  

Hervez ar sontadeg BVA diwezhañ eus miz Mezheven 2006 e chom «Holen Gwenrann» an eil merk anavezetañ gant an dud goulennataet.

Muioc'h-mui a vevezerien a anavez ar flour-holen hag evit an darn vrasañ anezho ez eo Gwenrann al lec'h orin gwirionañ hag hengounelañ.

Setu ma talveze ar boan brudañ Holen Gwenrann Le Guérandais adarre…

 


Crédit photo : Martin BERIOT Bruderezh evit holen Gwenrann Ar Gwenrannad

Abaoe 2005 ez eus bet ijinet un identelezh nevez-flamm evit nevesaat hon dibab produioù hag ur vrudadeg zo bet lañset war un dro.




     


    © 2006 Les salines de Guérande - Mentions légales - Réalisation : SQLI

    Pradel - BP 5315
    44353 Guérande CEDEX
    Tél : 02 40 62 01 25
    Fax : 02 40 62 03 93