Ar paludoù-holen

Gourenez Gwenrann, e Su Breizh, zo bet stummet a gantved da gantved gant mad-den hag ar mor bras betek mont d'ober paludoù-holen hanternozelañ Europa. Adalek Gwenrann er su betek Azereg en norzh, en em astennont war-hed ouzhpenn 2 000 hektar, a-dreuz 9 c'humun, war un douar priellek zo neuz ur gwir "prad mor" warnañ.

Dreist ar c'hantvedoù eo aet an hengoun ivez, ha miret ez eus bet gizioù dastum a zere ouzh ar metoù arbennik-se. Implij chal-ha-dichal ar mareoù, ober gant tri seurt oglennoù, dastum pemdeziek e meteier gleb, mekanik ebet, holenennoù a vent dereat… Liammañ an artizanerezh gant ar vodernelezh o deus gouezet ober ar baluderien a vremañ, bodet en ur gevelouri.

An holl berzhioù-se, lakaet asambles, a zegas pinvidigezh. Ul lec'h dibar e zouaroniezh hag e zouarouriezh, war un dro gant ur preder sirius war ar vicher ; evel-se ez eus bet savet ur produ naturel a galite : holen Gwenrann !


© 2006 Les salines de Guérande - Mentions légales - Réalisation : SQLI

Pradel - BP 5315
44353 Guérande CEDEX
Tél : 02 40 62 01 25
Fax : 02 40 62 03 93